Lizherenneg fonetek etrebroadel

Un nebeud skouerioù

yezh

ger skrivet

fonetik

fonologiezh


galleg endurer [ɑ̃.d̪y.ˈʁe] /ɑ̃.dy.ˈre/

alamaneg dulden [ˈdʊl.dn̩] /ˈdul.dn/

saozneg tolerate [ˈtʰɒl.əɹ.eɪt] /ˈtɒl.ər.eɪt/

spagnoleg aguantar [a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ] /a.guan.ˈtaɾ/

sinaeg [ʐə˨˩˦n] /ren3/

Al Lizherenneg fonetek etrebroadel (LFE, e saozneg : IPA) zo ul lizherenneg 118 lizherenn diazez enni hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed.
Lizherennoù latin pe c'hresianek treuzfeurmet pe get eo an darn vrasañ anezho, evel ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.

Arouezennoù arbennik all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all ha na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetek bihan.
Bez' ez eus 76 sin a seurt-se, evel β̞ e lec'h [β]. Arouezennoù all zo ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh ( ' ) pe ur gensonenn silabennek ( ̩ ).

Kromelloù a implijer en treuzskrivadennoù fonetek evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search