Love (albom The Beatles)

Love (albom The Beatles)
Albom gant The Beatles
Golo

Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Embannadur 20 a viz Du 2006
Enrolladur 1963-1969
Pad 78:38
Produer George Martin, Giles Martin
Label Apple Records

Love, embannet d'an 20 a viz Du 2006 zo un albom ennañ kanaouennoù ar strollad saoz The Beatles advesket hag adlabouret gant George Martin hag e vab Giles Martin evit an arvest gant Cirque du Soleil. Hervez Giles Martin eo un doare nevez da glevet sonerezh ar Beatles hag ur mod da advevañ buhez sonerezh ar Beatles dindan nebeut amzer. Savet e oa bet an arvest diwar ur soñj deuet da George Harrison a-raok e varv, ha kaset e oa bet da-benn gant aotre Paul McCartney, Ringo Starr, ha re Olivia Harrison ha Yoko Ono ivez dre ma reont war-dro aferioù George Harrison ha John Lennon, a oa marvet pa oa bet savet an arvest. An albom diwezhañ produet gant George Martin a-raok e varv an hini eo.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search