Lugdunensis

Gallia lugdunensis en impalaeriezh roman, war-dro 120

Gallia lugdunensis pe Lugdunensis a oa unan eus ar proviñsoù krouet gant Augustus e Galia e 27 kent JK. E stumm zo souezhus a-walc'h : bodañ a ra an Arvorig ha tolead Lyon. Abegoù disheñvel zo:

  • Abegoù etnek: klotañ a ra tamm-pe-damm gant unan eus an teir Galia meneget gant Julius Caesar e De bello gallico[1] : Galia vlevek (Gallia comata e latin).
  • Abegoù politikel: bihanaat a ra pouez ha levezon kreiz Galia, en ur stagañ keodedoù galian ouzh ar proviñsoù roman tostañ. Da skouer ez eus bet staget ul lodenn eus Gallia Celtica ouzh Aquitania.

Gallia lugdunensis a oa ur broviñs impalaerel renet gant ur prefed staliet e Lugdunum (Lyon). Kavout a reer ivez ur stal voneiz e Lugdunum ha santual kevredadel an teir Galia, dediet da azeulerezh Roma ha da azeuladur an impalaer.

  1. Gallia est omnis divisa in partes tres...

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search