Mainz

Iliz-veur Mainz.

Mainz (Moguntiacum pe Mogontiacum e latin, Mayence e galleg ha gwechall e saozneg, Magonza en italianeg, Moguncja e poloneg, Maguncia e spagnoleg) eo kêr-benn ha brasañ kêr stad Rheinland-Pfalz en Alamagn, war lez kleiz ar Roen, dirak kember ar stêr Main. Ur gêr roman kozh e oa, brudet e oa he skol-veur adalek ar Grennamzer, hag un arc'heskobiezh e oa ivez. Dilenner an Impalaeriezh santel roman german e oa an arc'heskob. 209.779 a dud a oa o chom e kêr e dibenn 2015.

Pelec'h emañ Mainz en Alamagn.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search