Maroko

Maroko
المملكة المغربية
Al-Mamlakah al-Maghribīyyah
ⵜⴰⴳⵍⴷⵉⵜ ⵏ ⵍⵎⴰⵖⵔⵉⴱ
Tagldit n Lmaɣrib
Banniel Maroko Skoed Ardamez Maroko
Banniel Ardamezioù
Ger-stur broadel : الله، الوطن، الملك
Allāh, al-Waţan, al-Malik
"Doue, ar Vro, ar Roue"

Lec'hiadur Maroko
Yezhoù ofisiel arabeg ha tamazigh
Kêr-benn Rabat
Statud politikel Rouantelezh vonreizhel
Roue Mohamed VI (محمد السادس, ⵎⵓⵃⵎⵎⴷ ⵡⵉⵙⵙ ⵚⴹⵉⵚ)
Kentañ ministr Aziz Akhannouch (عزيز أخنوش, ⵄⴰⵣⵉⵣ ⴰⵅⵏⵓⵛ)
Gorread
-En holl
-% dour

446 550 km²
0,056
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

33 241 259 (2005)
70/km²
Dizalc'hiezh (diouzh Frañs)
2 a viz Meurzh 1956
Moneiz Dirham Maroko (MAD)
Kan broadel Kan broadel Maroko (Nachid waţani maghribi)
Devezh ar vro 2 a viz Meurzh
Kod war ar Genrouedad .ma
Kod pellgomz +212
Maroko

Rouantelezh Maroko, pe Maroko ent-berr (المغرب, al-Maġrib en arabeg; ⵍⵎⴰⵖⵔⵉⴱ Lmaɣrib e tamazight), a zo ur vro e gwalarn kevandir Afrika. Bevennet eo gant ar Mor Kreizdouar en hanternoz, gant Aljeria er reter, gant ar Meurvor Atlantel er c’hornôg, ha gant Sahara ar C'hornôg er c’hreisteiz (douaroù aloubet gant Maroko e 1975). Rabat eo ar gêr-benn velestradurel ha politikel, ha Casablanca ar gêr vrasañ hag ar gêr-benn armerzhel. Div gêr stag ouzh Spagn a zo enklozet e Maroko, war aod ar Mor Kreizdouar: Ceuta (Sabta) ha Melilla (Maliliya).

Ar Menezioù Atlas a dreuz ar vro penn-da-benn, eus ar mervent d’ar biz. Er reter hag er su d’ar menezioù-se en em led dezerzh ar Sahara, m’eo gwall zistank an dud. Emañ an darn vrasañ eus annezidi Maroko o chom er gwalarn da aradennad an Atlas. Aodoù he deus ar vro war ar Mor Kreizdouar en Norzh hag ar Meurvor Atlantel er C'hornôg. 34 milion a annezidi he deus hervez niveradeg 2014, ha 446 550 km² zo dezhi (47,51 ann./km²) pe 710 850 km² gant Sahara ar C'hornôg.

An arabeg hag an tamazigh eo ar yezhoù ofisiel. Div yezh a vez kaozeet er vro: arabeg Maroko, zo disheñvel-mat diouzh an arabeg unvan, hag ar berbereg (anvet tamazight alies). Ledet a-walc’h eo an anaoudegezh eus ar galleg, yezh an drevadennourien gozh, hag ar spagnoleg e lodennoù ’zo eus ar vro. Implijet e vez ar galleg en ensavadurioù gouarnel, er mediaoù, er bed ekonomikel hag en diplomatiezh. Kelennet e vez dre ret en holl skolioù Maroko.

Ezel eo Maroko eus an ABU, ar Gevre Arab, Unaniezh Afrika, Unaniezh Maghrib Arab, Aozadur ar c'henober islamek, Aozadur etrebroadel ar frankofoniezh, Strollad ar 77, Unaniezh evit ar C'hreizdouar, ha war ar renk emañ evit emezelañ da Gumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika.

An Islam, an "arabiezh" hag an "amazighiezh" a zo despizet gant bonreizh ar rouantelezh evel « lodennoù diazez » identelezh ar bobl varokan. Relijion ar Stad eo an Islam, met diogelaet eo gantañ ar frankiz azeuliñ evit an holl relijionoù.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search