Mongoleg

Mongoleg
(, Монгол, Mongol)
Perzhioù
Komzet e : Mongolia, Sina, Kirgizstan, Rusia
Rannved : Mongolia, Mongolia an Diabarzh, Bouryatia
Komzet gant : 5 700 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù altaek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Mongolia, Mongolia an Diabarzh, Bouryatia
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 mn
ISO 639-2 mon
ISO 639-3
Kod SIL MON
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar mongoleg (Монгол) eo yezh vrudetañ ar yezhoù mongolek. Yezh ofisiel Mongolia ec'h eo ma vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud. Komzet e vez ivez e lec'hioù zo eus Sina hag e Rusia, dreist-holl e republik Bouryatia.

C'halc'heg eo anv ar rannyezh uhelañ hag a dalvez da yezh unvan, melestradurel ha lennegel Mongolia. Komzet e vez ar rannyezh-se er gêrbenn Ulaanbaatar.

Implijet ez eus bet meur a doare-skrivañ evit skrivañ ar mongoleg a-hed an amzerioù. Krouet e oa bet ar skritur ofisiel, al lizherenneg vongolek en XIIvet kantved hag implijet e veze e Mongolia betek 1943 pa gemeras he flas al lizherenneg kirillek. Klasket e vez lakaat an dud da adimplijout ar skritur hengounel, dreist-holl dre e gelenn er skolioù. Daoust ha ma oa bet ur raktres da skrivañ ar yezh gant al lizherenneg kirillek d'ar c'houlz m'en em gleve mat c'hoazh Sina gant an Unaniezh Soviedel, implijet ez eo bet an doare skrivañ hengounel a-hed an amzer betek bremañ e Mongolia ar Su (pe Mongolia an Diabarzh) (e Sina).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search