Rann eus | Armed Forces of the Empire of Japan |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1869 |
Anv er yezh a orin | 大日本帝国海軍 |
Stad | Impalaeriezh Japan |
Perc'henn war | Hiro Naval Arsenal, Japanese submarine I-168, Bucholz Army Airfield, Wotje Airport |
Heuliet gant | Japan Maritime Self-Defense Force |
Deiziad divodadur | 1945 |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Imperial Japanese Navy |
Istor | history of the Imperial Japanese Navy |
Item operated | Imperial Japanese Navy fleet |
Roll elfennoù | list of ships of the Imperial Japanese Navy |
Morlu Impalaeriezh Japan (IJN; Kyūjitai: 大日本帝國海軍 Shinjitai: 大日本帝国海軍; Dai-Nippon Teikoku Kaigun pe 日本海軍 Nippon Kaigun) "Morlu an Impalaeriezh Japanaat Meur") a oa anv morlu ofisiel Impalaeriezh Japan adal ar bloavezh 1868 betek 1945. Divodet e oa bet goude trec'h Japan gant ar Gevredidi e-pad an Eil Brezel-bed. E-penn ar morlu e oa ar Gunreibu (Burev penn Morlu Impalaeriel Japan) hag ar Kaigunshō (Ministrerezh Morlu Japan) didan urzhioù Impalaer Japan evel penn-meur al lu troadegiezh hag ar morlu. Ur wech roet lamm d'ar Morlu impalaeriel e voe savet ar Kaijō Jieitai (Nerzhioù Morlu Japan emzifenn), d'ar 1 añ a viz Gouhere 1954.
Ar Morlu japanat a oa an trede hini er bed e 1920, a-dreñv ar Royal Navy hag an United States Navy (USN). Harpet e oa gant an Dai-Nippon Teikoku Kaigun Kōkū-tai, Servij aerlu morlu Impalaeriezh Japan evit ar c'hirri-nij hag oberiadurioù bombeziñ ar flodad. Bez e voe an enebour pennañ da evredidi ar C'hornôg e-pad Brezel ar Meurvor Habask.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search