Ur morlu arvorel(Daveoù a vank) a zo un skourr eus ar morlu a c'hall bezañ oberiant e takadoù tost da aodoù ur stad[1]. Un droienn nevez a-walc'h eo, hag a zo bet krouet evit aesaat an diforc'h, etre an troiennoù koshoc'h: morlu donvor (er mor don, pell diouzh an aodoù) ha morlu stêr (stêrioù ha lennoù).
N'eo ket un droienn gant ur ster lezennel pe politikel, ha gellet a ra bezañ implijet gant sterioù ledan. Implijet e oa bet da gentañ gant an United States Navy, hag a implij ar ger evit ober anv eus ul lodenn eus ar molu stadunanat savet evit an argadennoù pe oberiadurioù brezel en dourioù tost d'an aodoù. Hiziv-an-deiz, listri ar morluioù arvorel a ya dre guzh ha gant tizh evit chom hep bezañ distrujet gant kanolioù arvorel pe gant karbedoù-nij o tont eus an douar.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search