Naoned


Naoned
Kastell an duged
Kastell an duged
Ardamezioù
Anv gallaouek Naunnt
Anv gallek (ofisiel) Nantes
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 7 kanton
Kod kumun 44109
Kod post 44000, 44100, 44200 ha 44300
Maer
Amzer gefridi
Johanna Rolland (PS)
2014-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 320 732 ann. (2020)[1]
Stankter 4 920 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 13′ 05″ Norzh
1° 33′ 10″ Kornôg
/ 47.21806, -1.55278
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 2 m — brasañ 52 m
Gorread 65,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Naoned

Naoned (distaget: [ˈnɑ̃wnət]), pe An Naoned, eo kêr vrasañ ha kêr-benn istorel Breizh, e gevred ar vro e Breizh-Uhel, war ribl al Liger. Ur rol melestradurel hag armerzhel pennañ he deus. Pennlec'h ha sez predelezh rannvro Broioù al Liger eo, pennlec'h ha sez prefedelezh departamant al Liger-Atlantel ha sez Akademiezh Naoned. Ur porzh kenwerzh a-bouezh war aber al Liger e-pad kantvedoù, chomet eo Naoned ur pol armerzhel hag industriel pennañ. 309 346 annezad he deus e 2017, 619 240 annezad e Naoned Meurgêr, 622 693 annezad en unvez kêrel ha 934 165 annezad er tolead kêr.

C'hoariet en deus Naoned ur rol hep e bar e Istor Breizh. Deuet da vezañ kêr-benn Breizh gant Alan Barvek er Xvet kantved, sez gouarnamant Dugelezh Breizh e oa betek ma voe staget ar vro ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved. Kastell Duged Breizh, he Iliz-veur hag he Skol-veur savet e 1460 a ziskouezh c'hoazh hiziv galloud ha souvereniezh an Duged d'ar mare-se. Pa zeuas Roazhon da gaout ur rol melestradurel pouezus e framm Proviñs Breizh er c'hantvedoù da heul, e tiorrenas Naoned war an dachenn armerzhel, dre he forzh (gant ar c'henwerzh tric'horniek dreist-holl), hag he greanterezh adalek an Dispac'h Greantel en XIXvet kantved, aroueziet gant an Tour Lu, aspadenn labouradeg kozh an embregerezh vrudet, deuet da vezañ ul lec'h sevenadurel. Pinvidik eo buhez sevenadurel ar gêr, heñvel ouzh arvestoù ar gompagnunezh hollvrudet Royal de Luxe.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search