Odin

Odin o varc'hekaat Sleipnir. DornskridiIslandat, XVIIIvet kantved
Odin gant Johannes Gehrts, 1901

Odin (Óðinn Odhin, Wotan, Woden, Wodan, Jolnir, Istwô) a zo un doue meur en istor kozh ar broioù germanek. Er wengelouriezh lec'hlennat eo Odin Tad an holl (Alföðr) hag ereet eo ouzh ar furnez, ar marv, ar rouelezh, ar ouiziegezh, ar brezel, an trec'h, an hudouriezh, ar barzhoniezh, ar gounnar, hag ar runoù, dimezet eo gant an douezed Frigg. En tirioù germanek e kaver anvioù damheñval: Woden e hensaozneg, Wōdan e hensakson, Wuodan e hen nederlandeg, Wuotan e henc'hermaneg uhel, an holl a zeu eus ar c'hentnorseg *Wōđanaz hag a dalva 'mac'htiern ar gounnar', pe penn ar follion.

Un doue a bouez a voe Odin en Europa an Norzh, a-c'houde an eil kantvet kt-JK betek mare ar Vikinged (VIIIvet betek ar XIvet kantved). Er mare modern e oa anavet Odin gant ar bobl c'hoazh. Merc'her, un deiz ag ar sizhun, a zo anvet diouzh an doue er broioù germanek (Wednesday e saozneg, Onsda e daneg, woensdag e nederlandeg , Óðinsdagr en islandeg).

Er skridoù hensaozneg eo menneget Odin evel hendad ar vrientelezb ha diazezour an holl veuriadoù germanek. E anv a zeu eus oberennoù kozh eus bro-island skrivet e Norseg, tro-dro an XIIIvet kantved.

Ar skridoù norsek a daolenn Odin evel mab Bestla ha Borr, a-gevret gant e zaou vreur, Vili ha Vé. Ur bern mibien zo dezhañ, e-touesk ar re vrudetañ emañ Thor ha Baldr. E voranvioù zo lies-kenañ ivez. Alies e vez skeudennet Odin gant ur barv hir, o tornata ur goaf anvet Gungnir, hag gant ul lagad a zioueriñ. A-wezhioù e foet ar broioù dindan ur wiskamant, gant un tog ledan-bras. Peurvuiañ an amzer ez eo ambrouget gant e loened: e vleizi Geri ha Freki hag e vrini Huginn ha Muninn, ma tegasont keleier dezhañ eus holl Midgard. Alies e varc'heka Sleipnir a-hed an neuñv hag an isbed (ar bed dindan an douar). Atav emañ o kantreiñ da zastum gouiziegezhioù nevez, da skouer dre gaout mez ar varzhoniezh, hag e vez graet klaoustri gantañ hag e wreg Frigg a-ziwar e bezhioù dae. Kemer a reas perzh e krouidigezh ar bed o lazhañ ar boud kentik Ymir hag o roiñ buhez d'an daou zen kentañ anvet Ask hag Embla. Kelenn a ra ar runoù hag ar varzhoniezh skald d'an tudoù. Ereet eo ouzh an devezh gouel Yule.

Odin a gas ar werc'hezed Valkiriezed da nijal a-us an aervaoù da zastum eneoù ar vrezelourion evit o degas da Valhalla pe da Fólkvangr. Ur wezh an amzer e c'houlenn kuzul da Vímir ar ramz dibennet hag a gonta dezhoñ diskar Ragnarök a c'hoarvezo e fin amzerioù. Mímir a urzhas d'Odin renañ an einherion betek ma vo freuzet gant ar bleiz mil spontus Fenrir. E mojennoù nevezoc'h e vez kavet Odin o kemer perzh gant an Hemolc'hiñ Gouez, ul lidkerzh heuliet gant ar re marv a-hed neuñv ar gouiañv. Ereet start eo Odin ouzh an hud hag an hoaladur ivez.

Odin a c'hall bezañ tostaet gant doueed eus sevenadurioù all evel Lug pe Dagda, er wengeloniezh gelt, pe Hermes er wengeloniezh henc'hres. Gwirhañval e teufe holl an doueed-se eus un doue indo-europat pouezus. Hogen lod a glaskourion a soñja ez eus kalz a ziforc'hioù etreze memestra, neuze ne vefe ket souezus e vefe Odin a-orin nemet eus ar sevenadur norzh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search