Okeania

Oseania (e gwer)

Okeania[1], Oseania pe Oseani[2] a zo unan eus rannoù bras an Douar, anvet diwar anv an doue kozh Okeanos. Evit a sell an douarbolitikerezh, an istor hag ar sevenadur eo ur c’hevandir. Evit a sell an douaroniezh avat, eo diaes ober kevandir eus ur rann-ved diazezet dreist-holl war inizi bihan strewet en ul lodenn hepken eus ur meurvor (lodenn su ar Meurvor Habask), war-bouez Aostralia, ur gwir "enez-kevandir" anezhi.

En em astenn a ra war 8 525 989 km2. Ouzhpenn 50 milion a annezidi he doa e 2020, o chom e 16 stad dizalc'h ha 15 tiriad.

  1. Geriadur Roparz Hemon, 1993, p. 605.
  2. Geriadur Favereau.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search