Paul Gauguin

Emboltred e tog, (1893)
Mirdi Orsay, Pariz
La danse des quatre bretonnes (1888)
Neue Pinakothek - München
Vairumati

Paul Gauguin (7 a viz Mezheven 1848 - 8 a viz Mae 1903) a oa a oa un arzour postimpresialour eus dibenn an XIXvet kantved, liver, kizeller, engraver, prier ha skrivagner. Levezonet en deus an arz modern en XXvet kantved hag e zoare da zispakañ ster ar sujedoù el livadurioù, dindan levezon ar vevennouriezh, en deus digoret an hent d’ar gentidigouriezh. Brudet eo e daolennoù diwar-benn Breizh ha Tahiti. Unan eus pennoù luskerien Skol Pont-Aven e oa.

Brudet eo ivez evit e zarempredoù gant Vincent ha Theo van Gogh. Goude e varv e teuas arz Gauguin da vezañ brudet : da skouer e poagnias kalz ar gwerzher arz Ambroise Vollard evit aozañ diskouezadegoù e diwezh e vuhez hag a skoazellas aozañ div ziskouezadeg vras e Pariz goude e varv[1][2].

  1. Salon d'Automne (1903). Catalogue de peinture, dessin, sculpture, gravure, architecture et arts décoratifs: exposés au Grand Palais des Champs-Élysées. Evreux : Ch. Hérissey. 69 p. 
  2. Salon d'Automne (1906). Catalogue des ouvrages de peinture, sculpture, dessin gravure, architecture et art décoratif. Paris : Société du Salon d'automne. 191 p. 

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search