Peulvan

Ur peulvan, pe peulven a-wechoù (liester : peulvanoù, peulvini, peulvinier) a zo ur maen-hir, da lavaret eo ur maen sanket en e sav en douar. Kavet a vezont alies e regennoù pe e kelc'hioù (krommlec'hioù a vez graet anezho pa vezont er stumm-se).

N'ouzer ket perak int bet savet. Krediñ a reer koulskoude e oant lec'hioù sakr e-lec'h ma veze graet lidoù relijiel.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search