PlayStation (Japaneg: プレイステーション Hepburn: Pureisutēshon, berradur ofisiel PS) a vez graet eus ur merk deuet adal un heuliad [[letrin c'hoari|letrinoù c'hoari]] savet ha perc'hennet gant Sony Interactive Entertainment. Kentañ produerezh ar Playstation a oa bet d'an 3 a viz Kerzu 1994 e Japan. Hiziv-an-deiz emeur gant ar bevare doare Playstation, gant ur savenn media enlinenn, un heuliad lankerioù, ur pellgomz hag un toullad kelaouennoù.
Letrin kentañ an heuliad a oa bet ar PlayStation, al letrin kentañ eo da dizhout gwerzhadennoù ken uhel: 100 milion gwerzhet, 9 bloaz ha 6 miz goude ma vefe lañset. Heuliet e oa bet gant ar PlayStation 2, a oa bet roet lañs dezhi er bloavezh 2000. Ar PlayStation 2 a chom hiziv-an-deiz c'hoazh al letrin gwerzhet ar muiañ o tizhout 155 milion skouerenn d'an 28 a viz Kerzu 2012. Ar PlayStation 3 embannet e 2006 a dizho 80 milion skouerenn gwerzhet dre ar bed holl e miz Du 2013. Letrin diwezhañ Sony betek-en ar PlayStation 4, embannet e 2013, a voe gwerzhet 1 milion skouerenn anezhi e-pad ar 24 eurvezh gwerzh kentañ, dont a reas da vezañ al letrin gwerzhet ar muiañ hag ar buañ en istor ar c'hoarioù video.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search