Pont

Ur pont-prenn en Alpoù nes da Vallorcine.

Ar pontoù a zo savadurioù graet evit mont dreist un harz, en tu all d'ur ganienn, d'un draoñienn, d'un hent, d'un hent-houarn, d'un dourredenn, d'ul ledennad dour pe d'ur skoilh bennak all. Al leur-bont a c'hell bezañ lakaet uhel pe uheloc'h evit lezel listri da dremen dindani.

Ret eo sevel pontoù abalamour d'an dud ha d'ar marc'hadourezhioù da vont gant un hent kompez ha berroc'h. A-hend-all e vije diaes pe dic'hallus an tremen peurvuiañ.

Dre astenn-ster e vez graet pont eus an traoù a denn d'ur pont en un doare bennak, a ra un ere bennak etre daou all. Pont a vez graet ivez eus ar gorre plat a c'heller kavout er bagoù pontet. En elektronek ez eo ur mekanik etre daou amredad. Pa vez re strizh ar pont ha ne c'hell ket dougen kirri ponner e vez anvet ur bontenn a-wechoù. Ur pontig etre daou savadur a c'hell bezañ ur bontenn ivez.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search