Pontfadog

Pontfadog zo ur gêriadenn e distrig Wrecsam, e biz Kembre. E-barzh kumuniezh Glyntraean emañ. E Dyfffryn Ceiriog emañ, er c'hornôg da Y Waun, en un tolead ma veze korvoet mengleuzioù gwechall.

Betek 2013 e oa un dervenn gozh er gêriadenn, Derwen Bontfadog ("dervenn Pontfadog"), kontet da vezañ an hini goshañ e Breizh-Veur a-bezh[1]. D'ar 17 a viz Ebrel 2013 avat e voe diskaret gant ur gorventenn[2].

  1. Oak tree's royal roots honoured, BBC 04-06-2002
  2. Pontfadog Oak: 1,200-year-old tree toppled by winds, BBC 19-04-2013

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search