Profed

Ar profed Malac'hi, unan eus profeded ar yuzevegezh

Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue, pe evel un diouganer, pe c'hoazh evel un divinour.
Dont a ra an termen eus an henc'hresianeg προφήτης profetis "jubennour un doue", dre al latin-iliz popheta, heñvelster.
Evel kannad un doue e teu, sañset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskuliañ ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reoù o relijion, ar feizidi a wel ar brofeded all evel faos.

Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskuilh dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue emañ ar profed hag ec'h embann hervez e volontez. A-enep da venozhioù e gempredidi ez a ar profed, seul vui ma'z embann kemennoù ha dañjeroù da ziwall dezho.

E metoù ar yuzevegezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar "Ar Brofeded" evit levrioù ar Brofeded a gaver e Bibl, e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger hebraek Neviim eo, da lavaret eo liester נביא nabi.
N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levrioù-se gant ar Yyuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.

  • Un dave da Vohammed eo ar ger "profed" el levrioù a denn d'an islam, .
  • The Prophet "Ar Profed" a zo ivez titl ul levr skrivet gant ar skrivagner libanat Kahlil Gibran (1883-1931).
  • "Ar Brofeded" (arabeg أنْبياء [anbiyā'], unander : نبيّ [nabīy], "profed") eo titl sourad XXI ar C'horan.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search