Reizhiad nervel kreiz

Ar reizhiad nervel kreiz (2), gant an empenn (1) hag ar mel-livenn (3)

Ar reizhiad nervel kreiz eo lodenn ar reizhiad nervel lec'hiet er c'hlopenn hag el livenn-gein. Gronnet eo gant ar pilhon. Diouzh ar c'hemennadennoù kaset dezhañ gant ar c'horf a-bezh e kenurzh obererezh organoù ar bevedeg. Kavet e vez ur reizhiad nervel kreiz en holl loened dezhe ur simetriezh daoudu, da lâret eo an holl loened lieskellig estreget ar spoue hag al loened dezhe ur simetriezh skin evel ar bloneg-mor.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search