Roparz Hemon

Roparz Hemon
Roparz Hemon
Anv ofisiel Louis Paul Nemo
Anv pluenn Roparz Hemon
Pendaran
Gawain
Obererezh Embanner
Geriadurour
Kelaouenner
Kazetenner skingomz
Kelenner
Skrivagner
Troour
Yezhour
Ganedigezh D'an 18 a viz Du 1900
e Brest, Bro-Leon Bro-Leon,
Breizh Breizh
Marv D'an 29 a viz Mezheven 1978
e Dulenn, Iwerzhon Iwerzhon
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg, Saozneg
Luskad lennegel Gwalarn
Oberennoù pennañ
A historical morphology and syntax of Breton
Alanig an tri roue
Al laer avel
An aotrou Bimbochet e Breizh
An tri boulomig kalon aour
Barzhonegoù
Diamantoù Keroulaz
Geriadur istorel ar brezhoneg
Ho kervel a rin en noz
Kleier eured
Mari-Vorgan
Nenn Jani
Santez Dahud
Tangi Kerviler
Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh
Traoù ouzhpenn
Amourousted eun den koz (Studiadenn)
An dud am eus anavezet
An ti a drizek siminal
Ar c'horf dindan dreid va zad-kozh
Ar Varn diwezhañ (Studiadenn)
C'hoariva
Cours élémentaire de breton
Danevelloù
Dictionnaire breton-français et français-breton
Distagadur ar brezhoneg
Eñvorennoù
Gaovan hag an den gwer
Geriadurig an troioù-lavar poblel
Gwarizi vras Emer
Kontadennoù an amzer-vremañ
La destruction de Jérusalem (studiadenn)
La langue bretonne et ses combats
Meurlarjez
Teñzor ar gwenedeg
Trois poèmes en moyen breton (studiadenn)
Ur prenestr a oa digor
Viktor ha Petronilh (diechu)
War ribl an hent
Yezhadur berr ar brezhoneg
Yezhadur istorel ar brezhoneg

Sinadur

Roparz Hemon eo anv-pluenn Louis-Paul Nemo hag a oa ur skrivagner brezhon, bet ganet e Brest d'an 18 a viz Du 1900, hag aet da Anaon d'an 29 a viz Mezheven 1978 e Dulenn (Iwerzhon). E labour zo fonnus ha bet eo bet barzh, dramaour, embanner, geriadurour, kelaouennour, kazetenner skingomz, kelenner, romantour, troour ha yezhour.

Roparz Hemon zo gwelet evel skrivagner meur an XXvet kantved, "an hini en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg en ugentved kantved" hervez Remont ar Porzh. Ali eo al lod vrasañ eus ar vurutellerion war al lennegezh vrezhonek evel Abeozen, Fañch Morvannou, Youenn Olier, Yann-Ber Piriou pe Lukian Raoul[1].

Skrivañ a reas e-doug muioc'h eget hanter-kant vloaz, adalek deroù ar bloavezhioù 1920 betek ar bloavezhioù 1970. Pleustriñ a reas kement doare skrid a zo en ur sevel oberennoù barzhoniel, c'hoariva, komz-plaen, skridvarnerezh, troidigezhioù... Ur gouizieg war ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek e voe ivez.

Gouestlañ a reas e vuhez a-bezh d'ar brezhoneg ha meur a ziskibl en deus bet.

  1. Gw. "Roparz Hemon", Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Frañsez Favereau, levrenn 2, p. 265.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search