Rouantelezh Wei

Bro-Sina e-pad ar mare Rouantelezhioù Brezelour

Ur stad kozh bro-Sina eus marevezh ar Rouantelezhioù Brezelour a oa ar rouantelezh Wei (Sinaeg: 魏; pinyin: Wèi). Etre stadoù Qin ha Qi en em astenne ha enderc'hel a reas darnoù proviñsoù a-vremañ Henan, Hebei, Shanxi ha Shandong. Anvet e oa ivez stad Liang goude m'en-doa dilec'hiet roue Hui eus Wei e gêrbenn eus Anyi da Zaliang (Kaifeng hiziv)

Unan eus ar re bouezhusañ e Sina e oa ar stad dindan e, ar markiz Wen eus Wei ha markizez Wu eus Wei met war ziskar e yelas goudezo. E greskadeg war du ar reter a voe harpet e emgann Maling e 341 kt J-K ha ret e oa dezhañ reiñ an Hexi (ur rannvro war ribl ar Stêr Velen) da Qin. A-blaen e oa aloubet gant Qin goude-se.

En em gevredañ a reas Wei gant Han da vrezeliñ a-enep Qin, met o lu a oa faezhet e 293 kt J-K e emgann Yique

Staget e oa Wei ouzh Qin e 225 kt J-K goude m'en doa liñvet e gêrbenn jeneral Wang Fen gant doureier ar Stêr Velen.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search