Sex Pistols

Sex Pistols
Ar Sex Pistols e 1977

Bro orin Londrez, Rouantelezh Unanet
Doare(où) punk
Bloavezhioù oberiant 19751978
1996
20022003
2007–bremañ
Label(ioù) EMI, A&M, Virgin, Warner Bros.
Lec'hienn ofisiel http://www.sexpistolsofficial.com

Izili John Lydon
Steve Jones
Paul Cook
Glen Matlock
Izili bet er strollad Sid Vicious
Endro Public Image Ltd.
The Professionals
The Rich Kids
Neurotic Outsiders
Vicious White Kids
Sham Pistols
Ex Pistols
Siouxsie and the Banshees
The Flowers of Romance

Sex Pistols a zo ur strollad sonerien bunk bet savet e Londrez e 1975. Ganto eo e voe lañset al luskad punk er Rouantelezh Unanet, ha meur a strollad punk all a voe levezonet ganto. Gwelet int ivez evel unan eus ar strolladoù sonerezh tredan pouezusañ, daoust ma ne badas ar strollad nemet 2 vloaz hanter, ha ma ne lakjont embann nemet peder fladenn vihan (singles) hag un albom anvet Never Mind the Bollocks, Here's the Sex Pistols.[1]

Er penn-kentañ e oa pevar ezel er strollad : Johnny Rotten, ar gitarour Steve Jones, an tabouliner Paul Cook hag ar soner gitar boud Glen Matlock. Sid Vicious a gemeras lec'h Matlock e penn-kentañ 1977. Malcolm McLaren eo an hini a reas war-dro ar strollad. Meur a wech e savas reuz er Rouantelezh Unanet abalamour dezho : meur a sonadeg a voe berzet, ha reuz a savas ivez p'en em ziskouezent. Gant o c'hanaouennoù e savas reuz ivez, evel ma c'hoarvezas gant ar bladenn single "God Save the Queen" e 1977.[2]

E miz Genver 1978, goude un droiad rouestlek er Stadoù-Unanet, ec'h embannas Rotten e kuitae ar strolald hag e oa divodet neuze. Er mizioù da-heul e kendalc'has an tri ezel all da enrollañ tonioù evit at film The Great Rock 'n' Roll Swindle. Vicious a varvas abalamour d'an heroin e miz C'hwevrer 1979. E 1996 en em vodas en-dro Rotten, Jones, Cook ha Matlock, hag ec'h aozjont un droiad anvet Filthy Lucre Tour. Meur a sonadeg o deus graet abaoe 2002. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2006 e voe kinniget ar Sex Pistols —ar pevar ezel orin ha Vicious— er Rock and Roll Hall of Fame, met nac'h a rejont kemer perzh el lid, o tisplegañ e oa ar mirdi-se un tarch staot ( saozneg : "a piss stain")[3].

  1. Sex Pistols, Rock and Roll Hall of Fame http://www.rockhall.com/hof/inductee.asp?id=2408
  2. O'Hagan, Sean, 2 May 2004 Fifty Years of Pop, The Observer http://www.guardian.co.uk/music/2004/may/02/popandrock
  3. Sprague, David, 24 February 2006, Sex Pistols Flip Off Hall of Fame Rolling Stone https://web.archive.org/web/20080217032318/http://www.rollingstone.com/news/story/9385165/sex_pistols_flip_off_hall_of_fame

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search