Shoah


Gwelet ivez ar pennad pennañ: Loskaberzh

Ar ger Shoah a vez graet gantañ hiziv evit ober anv eus an oberoù kaset da benn gant nazied Alamagn hag o c'henlabourerien en Europa evit diouennañ ar Yuzevien diwar an douaroù dalc’het ganto e-pad an Eil brezel bed, etre 1941 ha 1945. Komzet e vez ivez eus al loskaberzh (holokost) pe eus diouennadeg ar Yuzevien. Gant an nazied e veze graet anv eus an "diskoulm diwezhañ" da vare an Trede Reich.

Dre an oberoù-se e teujont a-benn da lazhañ div drederenn eus Yuzevien Europa hag etre pemp ha c’hwec’h milion a dud en holl hervez an istorourien.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search