Skiant

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
skiant
diskiblezh akademek, Wissenschaft
Iskevrennad eusknowledge system Kemmañ
Rann eusscience, technology, engineering, and mathematics Kemmañ
ProduGouiziegezh Kemmañ
External data available at URLhttp://data.europa.eu/euodp/en/data/group/eurovoc_domain_100151 Kemmañ
Hashtagscience Kemmañ
Dezverket drescientific evidence Kemmañ
Istorhistory of science Kemmañ
Pleustret gantskiantour, scientist trainee Kemmañ
A implijscientific method Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/science Kemmañ
Mastodon instance URLhttps://fediscience.org, https://mstdn.science, https://scicomm.xyz Kemmañ
Enebet ouzhnon-science, pseudoscience, antiscience Kemmañ
Skeudennadur eus an TDN zo diazez an holl vuhez

Ar Skiant (eus al latin scientia, "anaoudegezh") zo ur reizhiad da zastum anaoudegezh zo diazezet war an hentenn skiantel. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezh gounezet dre an enklask-se[1],[2]. Ar skiant evel ma’z eo termenet amañ zo anvet a-wezhioù skiant glann evit lakaat kemm gant ar skiantoù pleustrek, a implij an imbourc’h skiantel da vastañ ouzh ezhommoù an dud. An tachennoù skiant a vez rannet etre daou strollad pennañ peurliesañ :

Ar strolladoù-se a vod skiantoù arnodel, ar pezh a dalvez e rank an anaoudegezh a zastumont bezañ diazezet war anadennoù a c’haller evezhiañ hag a c’hell bezañ amprouet gant skiantourien all a labour er memes doare[3].

Ar jedoniezh, a vez lakaet a-wezhioù en un trede strollad skiantoù anvet skiantoù furmel, he deus war un dro heñvelidigezhioù ha disheñvelidigezhioù gant skiantoù ar vuhez hag ar skiantoù sokial[2]. Heñvel int ouzh ar skiantoù arnodel abalamour ma renont ar studi diuntuek, urzhiek ha damantus eus un dachenn anaoudegezh ; disheñvel int abalamour d’an hentenn a dalvez da wiriañ an anaoudegezhioù hag a implij an a priori kentoc’h evit taolioù arnod[4]. Ar skiant furmel, a gaver enni ivez ar stadegoù hag ar boelloniezh, zo diziouerus d’ar skiantoù arnodel. An araokadennoù bras er skiantoù furmel o deus degaset alies araokadennoù bras er fizik hag e skiantoù ar vuhez. N’haller ket dioueriñ ar skiantoù furmel da sevel martezeadoù, damkaniezhioù, ha lezennoù[5], war un dro evit dizoleiñ hag evit deskrivañ penaos ez a an traoù en-dro (skiantoù ar vuhez) ha penaos e soñj hag en em zalc’h an dud (skiantoù sokial).

  1. "science" termenet gant geriadurioù disheñvel e "reference.com"
  2. 2,0 ha2,1 Popper, 1959, p 3
  3. Popper, 1959, p 20
  4. Popper 1959, pp. 10–11
  5. Popper, 1959, pp 79–82

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search