Tank

tank
weapon functional class, vehicle functional class
Iskevrennad euskarbed hobregonet stourm Kemmañ
Anvet diwarcistern Kemmañ
OberataerAfghan National Army, Albanian Joint Forces Command, United States Army Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet1915 Kemmañ
Istorhistory of the tank Kemmañ
Roll elfennoùlist of tank Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Tanks by view Kemmañ
Un tank Leopard 2, en arme alaman.

Un tank (pe karr-hobregon, karr-argad, karr-arsailh ha karr-emgann[1]), a zo ur c'harbed milourel hobregonet gant ur c'hanol. Savet int evit ar stourm en talbenn gant un tan kreñv, un hobregon tev, hag ur c'heflusker nerzhus evit gellet fiñval bliv en emgann.

Ar c'hentañ tank implijet en emgann, an tank Mark I saoz (poltrijet e 1916) gant an touellaozadur Solomon

An tankoù kentañ a voe implijet e-pad ar Brezel-bed kentañ gant lu ar Rouantelezh-Unanet e Flers (Bro-C'hall) d'ar 15 a viz Gwengolo 1916. Mennet e oa pennoù uhel al lu saoz da dreuziñ ar fozioù difenn alaman. An tankoù a-vremañ a rank gellet fiñval buan hag a zo dafaret gant armoù lies, ur c'hanol tev en un douribell a c'hell treiñ, gant mindrailherezioù hag armoù all. Kemmesk int etre ur c'harbed hobregonet kreñv (evit gwareziñ ar vourzhidi), ur c'harbed harp-tan evit an troadegiezh, un enep-tan d'ar c'hanolierezh. Dre bezañ raouet e-serr implij rodoù e vez tu d'an tankoù fiñval war tachennoù lies dreist-holl reoù diaes evel reoù bouilhennek pe traezh. An tu a zo dezho aes da dizhout lec'hioù strategel war an dachenn emgann. An tankoù a c'hell bezañ hollbouezus e meur a zoare en emgann, kement en argadennoù gant sikour o tan kreñv pe evit an difenn dre o hobregon tev. Ne ra forzh ar roll a vez roet dezho, ar fed ma c'hellont fiñval aes a sikour kalz a sikour kalz a-fed kadoniezh brezel. Pa oant erruet war an dachenn emgann o devoa degaset ur marevezh nevez er brezel, anvet ar brezel hobregonet.

Budapest, Panzer VI (Tiger II, Königstiger), Here 1944

An tankoù a-vremañ a zo liammet gant ar re gentañ bet gwelet ur c'hantved 'zo met a zo bet gwellaet a galz, a-fed kefluskerioù, armamant ha kadoniezhoù. Dre ar gwelladennoù lies bet degaset d'an tankoù, ez eo bet liesaet o rolloù war an tachennoù emgann. Tankoù ar C'hentañ Brezel-bed a oa savet gant Bro-Saoz ha Bro-C'hall evit terriñ linennoù difenn an enebourien war Talbenn ar C'hôrnog.

A-raok am vije krouet an tank stourm diazez, an tankoù a oa renket dre klasadoù hervez ar pouezh (tank skañv, tank etre, tank ponner pe tank dreist-ponner) pe dre o implij kadoniezhel (treuziñ, marc'hegiezh-, troadegiezh-, merdeer-, pe tankoù sklêrijennañ). Lod a zo gant un hobregon tevoc'h pe gant kanolioù tevoc'h, padal lod all a zo bihanoc'h, gant un hobregon skañvoc'h, ha dafaret gant armoù gant ur c'halibr bihanoc'h pe armoù skañv. An tankoù-se a fiñv bliv ha dre ma 'z int reoù bihanoc'h e c'hallont bezañ kefidiet gant roloù sklêrijennañ ouzhpenn tagañ palioù enebour. An tankoù skañvañ, met gant tizh uhel n'int ket sañset emgannañ gant tankoù hobregonet brasoc'h pe ponneroc'h, nemet pa vez eus ur gourdonadenn evit deskiñ tagañ dre ar c'hostez.

  1. "karr-argad, karr-arsailh, karr-emgann", Grand dictionnaire français-breton, F. Vallée, 1931, p. 111b

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search