Teba (Egipt)

Ur pennad Thebai zo ivez.
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt
Lec'hioù
Nomoù / Kêrioù
Monumantoù / Temploù
Takadoù bro
Goueled Egipt / Kreiz Egipt
Gorre Egipt / Nubia
Lec'hiadur
Teba
Coordonnées géographiques : 25°43’N , 32°39’E

Tebai (Θῆβαι, Thēbai) eo anv gresianek ur gêr a oa anvet Ouaset pe Niwt (Ar Gêr), e henegipteg. E brezhoneg e reer gant Tebez[1] pe Teba[2] ivez. Bremañ e vez graet Louksor (arabeg: لأقصر) eus al lec'h-se.

E penn pevare nom Egipt e oa Tebez. Kêr-benn rannvroel er penn-kentañ, e teuas Tebez da vezañ ur gêr bouezus en Henegipt adalek an XIvet tierniezh, rak tierniezh ar Montouhoteped hag an Antefed a oa a orin eus Tebez. Tebez a zo ivez kêr orin ar familh Taâ, hendadoù Kamose hag Ahmose, a zieubas Egipt eus an Hiksosed. Goude-se e teuas Tebez da vezañ kêr-benn Egipt e-pad an XVIIIvet hag an XIXvet tierniezh.

Doueed pennañ Tebez a oa Amon, Mout ha C'honsou.

  1. Roparz Hemon, Dictionnaire breton-français, 1995, p. 780
  2. Termofis, pennad "nyctère de la Thébaïde", troet gant "nikter Teba"

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search