Tempelhof

Lec’hiadur ar c’harter en arondisamant

Tempelhof zo ur c’harter eus Berlin. E-barzh arondisamant Tempelhof-Schöneberg emañ.
A-raok adreizhadenn 2001 e oa ur bastell-vro, enni karterioù bihanoc’h : Mariendorf, Marienfelde, Lichtenrade ha Tempelhof. Da vare rann Berlin e oa ar bastell-vro-se eus tu Berlin-ar-C’hornôg. Da vare adreizhadenn 2001 eo bet teuzet gant pastell-vro Schöneberg.

Eus urzh an Demplourien e teu an anv Tempelhof.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search