Tennis

An tennis zo ur sport paliked a vez c'hoariet gant daou zen, an eil a-enep d'egile (ur c'hoari-simpl a reer eus se), pe bevar dre skipailhoù daou (c'hoari-doubl), a-bep tu d'ur roued stignet dre greiz ul leur-choari. Ar c'hoarierien a sko en ur bolotenn gaoutchouk leun a aer ha goloet a feltr (melen peurliesañ) war-bouez ur paliked, dezhañ kerdin stignet a-led hag a-hed. Pal ar c'hoari eo kas ar bolotenn dreist d'ar roued e diabarzh tachenn an eneber. Paouez a ra an eskemm ha gounit a reer ar poent pa n'eo ket gouest an eil da adkas ar bolotenn e-barzh tachenn egile, o vezañ ma ne zeu ket a-benn da gaout stok ouzh ar bolotenn gant e baliked – poent-gounit a reer eus se – pe abalamour m'en em gav ar bolotenn e diavaez an dachenn – fazi - pe peogwir ne dremen ket dreist d'ar roued. Ur sport olimpek zo eus an tennis abaoe c'hoarioù olimpek Aten e 1896 met tennet e oa bet eus ar roll e c'hoarioù olimpek Pariz e 1924 betek re Seoul e 1988 ma voe adlakaet. En diabarzh pe en diavaez e c'haller c'hoari anezhañ. C'hoariet e vez ivez gant tud e-barzh kadorioù-ruilh ha tud dall heñchet dre son a liammer ouzh ar bolotenn. Yannick Noah bet ganet gant ur vamm a Vreizh hag un tad a Gameroun zo bet unan eus brudetañ c'hoarier ar mare diwezhañ evit ar pezh a sell eus tenniserien Breizh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search