Tre ha lanv

Lanv ha tre
Tre ha lanv e Bae Fundy, Nova Scotia, Kanada
Izelvor goude an tre
Uhelvor goude al lanv

Tre ha lanv a reer er moroniezh eus ar mareoù-mor, da lavaret eo fiñvoù ar morioù hag ar meurvorioù dindan levezon dedennerezh an Heol hag al Loar, dindan levezon an nerzhioù inertiezh a zeu diwar troiadur an Douar tro-dro da greizenn-dolz ar reizhiadoù Douar-Heol ha Douar-Loar, ha dindan levezon troiadur an Douar war e ahel.

Ar mareoù-mor zo un anadenn a weler war aodoù an holl vorioù bras pa zeu ul luskelladur etre o live uhelañ hag o live izelañ e-doug un devezh-Loar hepken, da lavaret eo 24 eurvezh ha 50 munutenn.

An tre eo lusk live ar mor pan a war-draoñ div wech en deiz (unan hepken er Meurvor Habask). Goude dezhañ bezañ bet en e izelañ e paouez ar mor da ziskenn ; kerkent e krog da sevel en-dro : al lanv eo a-nevez neuze. Pa zeu an tre e vez kasennoù a c'hell bezañ kreñv e lec'hioù strishaet evel an aberioù hag etre an inizi hag ar c'herreg. Un dañjer bras eo evit an neuñvierien, ar bigi bihan hag listri hep nerzh poulzerezh kreñv a-walc'h.

Al lanv eo lusk live ar mor pa zeu war-grec'h bemdez, pe div wech en deiz a-wezhioù. Goude dezhañ bezañ bet en e uhelañ e paouez da sevel ; kerkent e krog da ziskenn en-dro : an tre a vez a-nevez neuze.

Pa vez loar nevez pe loargann, eleze pa vez al Loar, an Douar hag an Heol war un ahel hepken, e vez sammet o nerzhioù dedennañ, ar pezh a zegas mareoù-mor bras : uhel e sav ar mor. Tro-dro da gedezioù miz Meurzh ha miz Gwengolo e c'hoarvez bep bloaz.
En enep, pa vez loargresk pe ziskarloar, da lavaret eo pa vez an ahel Heol-Douar a-serzh d'an ahel Douar-Loar, e vez mareoù-mor bihan : bihan eo an diforc'h a live etre ar mor uhelañ hag an hini izelañ. Tro-dro da c'hoursavioù-heol miz Mezheven ha miz Gwengolo e c'hoarvez bep bloaz.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search