Troad dativel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad dativel pe dativ pe tro-reiñ (saoz.: dative case; latin: casus dativus, diwar an henc'hresianeg: ἡ δοτικὴ πτῶσις, diwar ar verb διδόναι "reiñ") evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ en un doare rik an hini ma vez roet un dra bennak dezhañ/i, o klolaat alies gant an araogenn "da" e brezhoneg

Peurliesañ e talvez an droad dativel da verkañ peurliesañ renadenn dieeun ur verb. A-wezhoù avat e c'hell talvezout e da verkañ ivez renadenn eeun ur verb, da skouer e ruseg ec'h implijer an dativel da verkañ renadenn eeun ar verb "gervel (dre bellgomz)".


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search