Uttar Pradesh

Uttar Pradesh en India

Uttar Pradesh (उत्तर प्रदेश en hindi ; اتر پردیش en urdu) zo ur stad eus India, en hanternoz ar vro. Kelc’hiet eo gant stadoù Uttaranchal, Himachal Pradesh, Haryana, Delhi, Rajasthan, Madhya Pradesh, Chhattisgarh, Jharkhand ha Bihar, ha gant Nepal. Lucknow eo ar gêr-benn.

Ouzh troad ar menezioù Himalaya emañ Uttar Pradesh, ha drezañ e red ar stêr vras Ganga hag e adstêrioù. Gant se ez eo ur vro goloet gant dichaladurioù ar stêrioù. Stank eo poblet (180 milion a annezidi). E-touez ar c’hêrioù bras e c’haller menegiñ Agra, Allahabad, Kanpur, Varanasi (Benares). Div yezh ofisiel zo er stad : an hindi (komzet gant 90 % eus an dud) hag an urdu (gant 9 % a dud).

Eno en em lede an Impalaeriezh Kushan gwechall.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search