Vespasianus

Vespasianus
Pezh-moneiz eus e vare

Titus Flāvius Caesar Vespasiānus Augustus, Imperator Caesar Vespasianus Augustus e ditl (17 a viz Du 923 a viz Even 79) a oa un impalaer roman.

Ne zeue ket Vespasian eus metoù ar batrikianed, evel an impalaerien en e raok.
E vreur Titus Flavius Sabinus a voe ur senedour brudet. Ne voe ket heñvel gant Vespasianus : pretor e oa dindan Caligula, koñsul e 51, prokoñsul Azia e 61. Dindan Neron e voe lakaet a-gostez dre ma oa manet kousket en unan eus e abadennoù. E 67 e voe kaset da Judea evel legad da vestroniañ an emsavadeg yuzev a oa krog e 66.

Pa voe anvet Vitellius da impalaer e 69 ez eas da Alexandria.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search