Walter Scott

Sir Walter Scott
Walter Scott
Poltredet gant Henry Raeburn e 1822
Obererezh Alvokad, barner, ofiser-a-justis, barzh, romantour, dramaour, istorour
Ganedigezh 15 a viz Eost 1771
Din-Edin, Banniel Bro-Skos Bro-Skos
Marv 21 a viz Gwengolo 1832
Galashiels, Bro-Skos
Yezh skrivañ Saozneg
Luskad lennegel Romantelouriezh
Oberennoù pennañ
  • Minstrelsy of the Scottish Border
  • Waverley
  • Ivanhoe

Sinadur
Annez an tiegezh Scott e Din-Edin adalek war-dro 1778

Sir Walter Scott, 1 Baronet FRSE FSAScot (Dinedin, 15 a viz Eost 1771Galashiels, 21 a viz Gwengolo 1832), a oa ur skrivagner, ur barzh, un dramaour hag un istorour skosat.

Un darn vras eus e oberennoù zo chomet klasel e lennegezh Europa hag e hini Bro-Skos, en o zouez ar romantoù Ivanhoe, Rob Roy, Waverley, Old Mortality, The Heart of Mid-Lothian ha The Bride of Lammermoor, hag ar barzhonegoù-danevellañ The Lady of the Lake ha Marmion. Bras e voe e levezon war lennegezh Europa ha hini Stadoù-Unanet Amerika.

Un alvokad, ur barner hag un ofiser-a-justis e oa dre vicher ; e-kichen e labour e oa grefier ha barner-baleer Selkirkshire. Unan eus izili pennañ an tuad politikel Tory[1] e oa, hag un ezel eus ar Royal Highland and Agricultural Society of Scotland ; beskadoriad ar Society of Antiquaries of Scotland e voe adalek 1827 betek 1829, ha kadoriad ar Royal Society of Edinburgh adalek 1820 betek 1832[2]

Dre e c'houiziegezh a-fet Istor hag e zonezon evit skrivañ e voe diazezer ar romant istorel evel ur rann eus ar romantelouriezh en Europa.

D'an 22 a viz Ebrel 1820 e voe deroet dezhañ an titl a varonet ("baronig") Abbotsford e Roxburghshire, Bro-Skos ; da get ez eas an titl goude marv e vab e 1847.

  1. Mirourien, savet a-enep ar gatoligiezh skoret gant ar Stad skosat, hag a-du gant ur gevredigezh diazezet war lignez c'hlan ar rouaned.
  2. 'Society of Antiquaries of Scotland'.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search