Wikipedia

Logo Wikipedia brezhonek
Ar wikipediaioù renket hervez an niver a bennadoù

Wikipedia (da vezañ distaget /wiˌkipeˈdiːa/ e brezhoneg) zo un holloueziadur digor, dindan an aotre-implijout Creative Commons dereiñ-kenrannañ, digoust, hollvedel ha liesyezhek en deus kavet bod war ar Genrouedad. Kenskrivet e vez a-stroll gant tud a-youl-vat war al lec'hienn (http://br.wikipedia.org/ evit an doare brezhonek). Implijout a ra teknologiezh Wiki ar blogoù, ar pezh a dalvez e c'hall ar pennadoù zo warnañ bezañ kemmet, ha klokaet gant an holl koulz lavaret. Pennadoù a c'haller ouzhpennañ evel a garer.

Sellet a ra an anv ouzh ur raktres hollekoc'h ivez a zo e bal sevel un holloueziadur bras digoust ha frank a wirioù. D'ar 15 Genver 2001 e oa bet loc'het gant ar raktres gant ar soñj klokaat ur raktres all anvet Nupedia. Kaset eo da benn bremañ, hag arc'hantaouet ha meret, gant an Diazezadur Wikimedia, un aozadur n'eo ket e bal dastum madoù anezhañ. Abaoe an deroù n'eo ket paouezet brud ar raktres da greskiñ ha, diwarnañ, ez eus bet ganet raktresoù kar, evel Wikeriadur, Wikilevrioù ha Wikikeloù.

Ingal e vez meneget pennadoù Wikipedia war mediaoù a bep seurt ha gant akademiezhioù a oar priziañ an doare ma vez skignet, ar frank m'eo ar savidigezh anezhañ ha pegen ledan eo an dibab tachennoù goloet gantañ. Broudet e vez aozerien ar pennadoù da gaout un emzalc'h neptu a c'haller drezañ lakaat ar gaoz war perspektivennoù ledan hep mennout diazezañ ur wirionez objektivel. Met, dre m'eo digor just a-walc'h, e sav kudennoù ingal abalamour d'an diresis ma c'hall pennadoù zo bezañ, hag en abeg da zroukc'hoantoù Vandaled zo. Tabut zo war statud Wikipedia a-benn gouzout ha gallout a reer sellet outañ evel ouzh un oberenn dave. Abeg zo bet kavet er raktres evit e du sistemek, e zoug da gavout gwell ar c'henasant kentoc'h eget reiñ kredoù, hag abalamour d'an diouer a aotrouniezh hag a atebegezh d'ar c'hentañ sell pa vez keñveriet ouzh holloueziadurioù all. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù minorelaet atav, hag ar brezhoneg en o zouez, ez eo Wikipedia ur chañs dispar evit kas da benn en hor yezh un oberenn ledañ deskamant n'he deus ket he far a-hend-all war baber, hag a goustfe ker-ruz he sevel ma vije soñjet sevel ur raktres heñvel distag.

E-tro 200 stumm disheñvel zo eus Wikipedia, azasaet dre yezh (en o zouez ez eus ur c'hant bennak zo oberiant). Setu an dek stumm enno ouzhpenn 50 000 pennad : saozneg, alamaneg, galleg, japaneg, italianeg, poloneg, svedeg, nederlandeg, portugaleg ha spagnoleg. Skignet eo bet ar stumm alamaneg anezhañ dre Sedeoù, ha meur a adstumm all zo bet eilet pe azasaet gant lec'hiennoù Web a bep seurt.

Kinniget eo Wikipedia d'ar mediaoù, war ar bajenn Wikipedia:Teuliad kelaouiñ.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search