Y Mwynglawdd (Y Mwnglodd e kembraeg komzet ar vro ; Minera e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ etre Bwlchgwyn er gwalarn ha Coedpoeth er reter.
Abaoe ar Grennamzer e vez eztennet plom eus mengleuzioù ar c'hornad. E-pad an Dispac'h greantel e oa kresket kalz Y Mwynglawdd, pa voe digoret mengleuzioù nevez tro-dro, da eztennañ plom ha zink.
E 2011 e oa poblet gant 1 617 a dud, ha 290 anezho (18,5%) a oa kembraegerien[1].
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search