Yezh dezrannel

Renkadur morfologel

Er yezhoù dezrannel (saozneg : analytic pe isolating language), an darn vrasañ eus ar morfemoù zo morfemoù distag, da lavaret eo e c'hellont bezañ implijet evel gerioù hepmuiken
Ar c'hontrol-mik eo ar re-mañ diouzh ar yezhoù sintezel hag a ra diouzh o zu gant meur a vorfem stag evit merkañ perzhioù yezhoniel ar ger-mañ-ger. Er yezhoù dezrannel e verker perzhioù yezhoniel ar gerioù er frazenn hervez o urzh enni.

Ur yezh dezrannel anavezet mat eo ar sinaeg. Da skouer :

"Ma holl vignoned a fell dezho debriñ vioù"
所有 朋友 蛋;
suǒyǒu de péngyou dōu yào chī dàn
Me holl [rannig perc'hennañ] mignon(ed) holl fellout debriñ yar vi(où)

Evel ma tiskouez mat ar skouer-mañ, pep silabenn (pep eil a-wechoù) a dalvez d'ur mennad. Ouzhpenn-se e weler mat penaos e vez implijet daou c'her (pe daou vorfem) da dalvezout da holl (所有 suǒyǒu ha 都 dōu). Setu unan eus ar perzhioù kevreadel a gaver alies er yezhoù dezrannel.

Meur a yezh dezrannel all zo en Azia ar Gevred, evel an thai (pe taeg) hag ar vietnameg.

Pa geñverier ar frazenn sinaek gant he zroidigezh vrezhonek e weler splann penaos e vez implijet meur a vorfem stag (kengerioù) e brezhoneg evit merkañ perzhioù yezhoniel. Sklaeroc'h c'hoazh eo an diforc'h etre ar yezhoù dezrannel evel ar sinaeg hag ar yezhoù sintezel pa vezont lakaet keñver-ouzh-keñver gant yezhoù evel an alamaneg[1] :

Der Mann Die Männer
Der Mann Die Männer
an
ger-mell
strizh
den
anv-kadarn
nominativel
gourel
unander
an
ger-mell
strizh
dud
anv-kadarn
nominativel
gourel
liester
  1. Gwelout ivez : Yezh enteuzel.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search