Aldebaran

Aldebaran hag an Heol lakaet keñver-ha-keñver

Aldebaran, anvet ivez Alpha Tauri (α Tauri/α Tau), pe Ruzan e brezhoneg[1], eo lugernusañ steredenn steredeg an Tarv. Emañ àr-dro 65 blead-gouloù douzh an Douar ha 14vet lugernusañ steredenn an oabl douzh an noz. Donet a ra an anv Aldebaran ag an arabeg al dabarān (الدبران) hag a dalv « an hani a heul », da lâret eo ar steredenn a heul gronnad stered ar yarig hag he foñsined. Hañval a ra bout Ruzan/Aldebaran e-mesk an Hyades, neoazh emañ etre an Douar hag ar gronnad stered-se. Hec'h anv brezhonek a tahe ag ar vitologiezh kelt.

  1. Joseph Monard, Astronymie et onomastique calendaire celtiques, le ciel et l'année chez les Celtes, Label LN, 2005.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search