Araogenn

Un doare rannig yezhadurel eo an araogenn a dalvez da ziskouez natur al liamm etre ur renadenn (peurliesañ un rannfrazenn anv hag un elfenn all er rannfrazenn pe er frazenn. Alies a-walc'h e tenn al liamm-se pe d'al lec'h ma vez kavet ar renadenn pe c'hoazh d'ar prantad pa voe graet, da skouer:

(Araogennoù e druz ; rannfrazennoù araogennek e italek)

  • War ar gador emañ ar c'hazh.
  • Bez' oan o c'hortoz a-hed an deiz.
  • Ne vefont ket achu a-raok dilun.
  • O komz gantañ e oamp.
  • Aet e oa d'en em goach a-drek an nor

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search