Barzh

barzh
historical profession
Iskevrennad euskaner-sonaozer, barzh Kemmañ
Stumm gourel an dikedennbardulo, bardas Kemmañ

Ur barzh zo un den hag a sav barzhoniezh, dre gomz eilet gant un ton sonerezh gwechall, dre skrid peurliesañ hiziv. Ar ger-se zo boutin d'ar yezhoù predenek[1]. Ur c'hefridi arbennig a voe d'ar varzhed en Henamzer hag er Grennamzer, koulz er c'hevredigezhioù keltiek hag e lec'hioù all, pa vezent gopret gant ar vrientinion, roueed, priñsed hag aotrounez. Paotañ e vezont deuet da vezañ e servij ar c'humuniezhoù a-bezh. Barregezhioù pennañ ar barzh a denn da genaozañ gerioù, stenioù, talmoù ken ma sav skeudennoù, santadoù ha fromoù e-barzh spered ar selaouerien pe lennerien. Barzhoniezh eo anv an arz-se, rannet etre gennadoù, ar barzhoniezh varzhoniezh dramaek, ar varzhoniezh hanez, ar varzhoniezh lourennek en o zouez.

N'eus ket tu da veskañ barzh gant furm blotaet ar ger parzh en droienn e-barzh (araogenn).

  1. E lod yezhoù nann-keltiek e vez graet gant ur ger a zeu eus an henc'hresianeg, e.g. poet e saozneg, poète e galleg, poeta e spagnoleg.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search