Ar burkini pe burqini® (distaget bourkini), ger savet diwar an anvioù burqa ha bikini, zo un dilhad kouronkañ evit ar merc'hed muzulmat a fell dezho mont da neuial, graet gant an Aostralianez a orin libanat Aheda Zanetti evit ar gompagnunezh Ahiida.
Goloet penn-da-benn eo ar c'horf, ne chom dizolo nemet an dremm, an daouarn hag an treid. Skañv a-walc'h eo evit gallout neuial aes.
E deroù miz Eost 2009 ez eus bet difennet ouzh ur vaouez e Bro-C'hall neuial en ur poull-neuial e kêr, war zigarez ne oa ket un dilhad yac'h en ur poull-neuial[1].
E dibenn miz Eost 2009 eo bet aotreet ar burkini en Oslo, kêr-benn Norvegia[2].
E 2016 e oa un devezh burqini® da vezañ en ur poull-neuial e Marseille[3].
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search