Calakmul

Calakmul a zo anv roet da lec'hienn unan eus ar c'heodedoù mayat brasañ anavezet. E Mirva a Viosferenn Calakmul, e janglenn diaz Peten e Mec'hiko, 30 eus harz Guatemala.

Dizoloet e voe gant ar bevonour Cyrus L. Lundell eus ar Mexican Exploitation Chicle Company d'an 29 a viz kerzu 1931 tra ma c'hournije. Da Sylvanus G. Morley, a ergerzhe Chichen Itza evit ar Carnegie Institute e voe tremenet ar c'heloù e miz meurzh 1932.

Kreizenn ur rouantelezh, kaan pe rouantelezh an Naer e oa Calakmul, daoust ma oa bet stummet pelloc'h war-du an norzh. E-pad ar Prantad Klasel Diwezhat ez eas d'ur c'halloud meur, kevreet da Garacol ha kevezer da Dikal. Ur boblañs a 50.000 annezad he-doa Calamul moarvat ha muioc'h eget 6250 savadur a oa bet dizolet war ur gorread a 70 km²


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search