Cognōměn ([kɔŋˈnoːmɛn], cognomina el liester) a raed e latin eus trede lesanv (tria nomina) ur c'heodedad eo lesanv en Henroma, goude ar c'hentanv hag an anv-tiegezh (gentilice)[1].
Diazezet e oa al lesanv war ar c'horf hag an nammoù : Caecus (dall), Calvus (moal), Claudud (kamm), Flaccus (flak e skouarn), Nero (du), Sabinus (ar Sabin), Strabo (luch), Varus (gargil), Verrucosus (gwenaennek), a-douez reoù all.
Un taol-kaer en armeoù a roe un anv enorus : Capitolinus (diwar Capitolium), Coriolanus (diwar Corioli, ur gêr e Latium), Torquatus (diwar torquātus, "a zoug un dro-c'houzoug"[2]). Anvioù goapaus a oa ivez : Brutus (beulke), Caudex (skod, penn-peul), Crassus (lous), Paullus (skribiton), Balbus (gak) hag all.
Ar merc'hed a c'halle kaout ul lesanv goude o anv-tiegezh : Fausta, Maior, Secunda, Tertia, sda skouer.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search