Deka-

Deka-[1][2], aroueziet gant da, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ an unanenn m'eo lakaet dirazi dre 101, da lavaret eo dre zek (10). Da skouer : un dekametr zo dek metr : 1 dam = 10 m.

Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger deca- e galleg, eus ar gresianeg δέκα déka "dek". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [3]

  1. Kreizenn ar Geriaouiñ
  2. Ofis Publik ar Brezhoneg
  3. (fr) Résolution 12 de la 11e CGPM (1960) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search