Desi-

Desi-[1][2], aroueziet gant d, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ an unanenn m'eo lakaet dirazi dre 10-1, da lavaret eo dre 0,1. Rannañ dre zek (10) eo ivez. Da skouer : an desimetr zo un dekvedenn eus ar metr : 1 dm = 0,1 m, hag un hed 10 dm = 1 m.

Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger deci- e galleg, eus al latin decem "dek". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [3]

  1. Kreizenn ar Geriaouiñ
  2. Ofis Publik ar Brezhoneg
  3. (fr) Résolution 12 de la 11e CGPM (1960) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search