Deutschlandlied

Facsimile dornskrid al Lied der Deutschen gant von Fallersleben. Emañ ar skrid orin e Pologn e dastumad Berlinka.
Hoffmann von Fallersleben, livet gant Carl Georg Christian Schumacher (1797–1869). Taolenn graet e 1819. War-ziskouez en Nationalgalerie, e Berlin.

Das Lied der Deutschen (Kan an Alamaned) pe Deutschlandlied (Kan Alamagn) zo ur c'han alamanek, bet implijet pe en e hed, pe evit un darn, evel kan broadel Alamagn abaoe 1922. Hiziv eo komzoù an trede poz anezhañ a vez implijet evel kan broadel.

E-maez Alamagn ec'h anavezer a-wechoù ar gerioù-mañ anezhañ: Deutschland, Deutschland über alles, tennet eus ar poz kentañ, met n'eo ket anv ar c'han orin, ha n'eo ket bet gwech ebet.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search