Dike

Dike (Δίκη e gregach a dalvez justis) a oa merc'h da Zeus ha Themis.

Unan eus an Eurioù, doueezed eus Hellaz kozh, e oa, doueez ar justis eta, met ar justis war an douar. Pa gomprenas he zad ne oa ket un dra bosupl da dizhout e lavaras dezhi dont en e gichen en Olympos.

He mamm Themis an hini a rene war justis an doueed.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search