Dodekanesa

Kartenn eus Dodekanesa

An Dodekanesa (Δωδεκάνησα, en henc'hresianeg Dōdekánēsa, e gresianeg a vremañ Dodekánisa, en italianeg Dodecaneso, e turkeg Oniki Ada) zo un enezeg eus an Enezvor a vod en tu all da 160 enezenn hag enezennouigoù, en o mesk 26 enezenn didud. Hec'h anv a dalvez « daouzek (dōdeka) enezenn (nēsos) ».

E-maez da aod gevred Turkia emaint, er su da Samos hag er biz da Greta. Bevennañ e ra Mor Kreta er reter[1]. Ul lodenn eus strollad an Inizi Sporades eo inizi an Dodekanesa. Un istor pinvidik o deus hag e kalz anezhe, e-touez ar re vihanañ zoken, e kaver ilizoù bizantat ha kastelloù eus ar Grennamzer.

  1. Peter Saundry, C.Michael Hogan & Steve Baum. 2011. Sea of Crete. Encyclopedia of Earth. Eds.M.Pidwirny & C.J.Cleveland. National Council for Science and Environment. Washington DC.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search