Eko-saverezh

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

An diorroadur padus : An ti hag an ekologiezh

An diorroadur padus a zo er mare-mañ gant ul lañs, an dud a grog da vezañ emskiant eus pouez bras ar gudenn-se war an dazont. Komzet ‘vez eus al labour douar (bio/kimiek), eus peseurt energiezh a vo implijet evit ar c’hirri-tan (dreist-holl gant kresk priz ar barilh petrol), eus ar produadur a CO2 gant an industriezhioù… Kement-se evit sevel ur bed kempouez etre an denelezh, an natur, ar vevliested, al loened. Soñjoù a teu war wel a bep lec’h, menozioù kroget dija hag o vont war raok evel evit an tiez. Dre m’en deus pep den war an douar un ti (sañset), ez eo an ti ul lodenn bouezus da ziskoulmañ. E Bro-C’hall eo kozh an tiez. Dispign a reont leun a energiezh, savet e oant bet gant teknikoù kozh pe gant un difuiñ fall. Ar savadur a zo ar c’hentañ rann evit an dispign a energiezh er bro (42,5%). Dispignet e vez 30% muioc’h eget an Holandeed ha 2 wech muioc’h a dommerez eget Norvegiz. Ul lañs a zo gant an tiez izel o dispign energiezh, unan eus an abegoù o vezañ kresk priz an energiezhioù nann adnevezus, met ivez ar menozioù hag ar preder ekologel o tont e penn an dud. Meur a ziskoulm a zo, pe e vez digresket ar produadur a CO2 hag a energiezh pe e vez kavet teknikoù da gempouezañ ar c’holl-se pe strollañ an daou a zo gwelloc’h c’hoazh. A wechoù eo seurt tiez un abeg evit sevel tiez gant stummoù nevez, modern… Ne chom nemet d’ober an traoù, met penaos ?


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search