Fehu

Ar run (Fe)  (norseg ; hensaozneg feoh) a verk ar son f er Futhark skandinaviat hag er Futhorc (Futhark saoz). E anv a dalva 'pinvidigezh' ha kar eo d'ar ger saoznek fee a dalve-eñ 'dañvad' pe 'saout', 'chatal' eta (nederlandeg vee, alamaneg Vieh, latin pecū, sañskriteg pashu).

Ar run a zeu eus ar proto-germaneg *fehu er Futhark kozh, gant ar ster hañval: "argant, chatal, pinvidigezh".

Al lizherenn zo damheñvel ouzh 𐍆 f, el lizherenneg gotek, hag e oa anvet faihu.

Stumm ar run zo bet tennet eus al lizherenn etruskek v 𐌅 F, evel al lizherenn c'hresianek digamma (Ϝ) hag al latin F hag a zeu eus ar lizherenn fenisek waw w.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search