Friends

Friends
Krouer Marta Kauffman
David Crane
Aktourien bennañ Jennifer Aniston
Courteney Cox
Lisa Kudrow
Matt LeBlanc
Matthew Perry (†)
David Schwimmer
Bro orin Stadoù-Unanet
Doare Komedienn, sitcom
Koulzadoù 10
Abadennoù 236 (+ Friends : The Reunion)

Friends ("mignoned") zo ur sitcom brudet gant 10 koulzad[1] ennañ, gant 236 rann 22 vunutenn, krouet gant Marta Kauffman ha David Crane[2], ha skignet etre an 22 a viz Gwengolo 1994 hag ar 6 a viz Mae 2004 war rouedad NBC. Kontañ a ra istor ur strollad mignoned e New-York, tri faotr ha teir flac'h. Karantez, labour, familh, peadra o deus da gontañ ha da rannañ en o zavarn muiañ karet, ar Central Perk.

Uhel-tre e oa an niver a sellerien ha plijet bras e oa an dud gant an heuliad a-hed e brantad skignañ. Unan eus an heuliadoù brudetañ eo a-hollviskoazh. Rakdibabet e oa bet ouzhpenn 250 gwech evit prizioù liesseurt, ha 62 wech er Primeratime Emmy Awards. Friends zo bet renket er 5vet plas e roll an 50 heuliad skinwel gwellañ a-hollviskoazh, gant ar gazetenn Empire[3]. 12vet rann ar c'houlzad 4 a voe rummet er 21añ plas e roll ar 100 rann gwellañ a-hollviskoazh gant TV Guide[4]. Gwelet e oa bet ar rann diwezhañ gant ouzhpenn 52 a vilionoù a dud er Stadoù-Unanet, ha dre-se e voe ar rann er skinwel ar muiañ sellet outañ er bloavezhioù 2000[5].

D'ar 27 a viz Mae 2021 e voe skignet ur rann dibar anvet Friends: The Reunion (Friends : An Emgav) skignet war HBO Max.

  1. List of Friends Episodes. Kavet : 6 janvier 2016..
  2. Sérisier, Pierre (2011). Sériescopie: guide thématique des séries télé, Ellipses, Culture pop. ISBN 978-2-7298-7052-2. 
  3. The 100 Best TV Shows Of All Time. Kavet : 2022-12-10.
  4. AlloCine. Les 100 meilleurs épisodes de tous les temps !
    (fr)
    . Kavet : 2022-12-10.
  5. The shows of the decade. Kavet : 2022-12-10.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search