Galianeg

Ar galianeg a oa ur yezh keltiek kozh a veze komzet en ul lodenn eus kevandir Europa, adal ar VIvet kantved kent JK betek ar VIvet kantved, gant annezidi Galia (hiziv : Bro-C'hall, Luksembourg, Belgia, ar pep brasañ eus Suis, Italia an Norzh, un darn eus an Izelvroioù ha Germania war ribl kleiz ar stêr Roen. Er ster ledanoc'h e c'hallfe enklozañ yezhoù keltiek all a veze implijet e Kreizeuropa (norikeg, yezh an Noriked), er Balkanioù hag en Anatolia (galateg).

Asambles gant al leponteg hag ar c'heltibereg komzet el Ledenez iberek e vez tolpet ar yezhoù-se en ur strollad douaroniel anvet « yezhoù keltiek kevandirel ». Arvar ha breud zo diwar-benn an darempredoù resis kenetrezo ha gant ar yezhoù keltiek a-vremañ,rak dister eo o roudoù peurliesañ.

Galianeg a gaver war un 800 enskrivadur bennak (a-zarn peurvuiañ) a enkloz deizhiadurioù, priajoù, mein kañv, pezhioù ha testennoù all. Da gentañ e veze skrivet ar galianeg dre al lizherenneg c'hresianek e Bro-c'hall ar Su, ha tamm-ha-tamm e voe implijet al lizherenneg latin pa voe aloubet Galia gant ar Romaned[1].

Tro-dro ar Vvet kantved e voe distroadet ar galianeg en Europa ar C'hornôg gant al latin poblek ha yezhoù germanek liesseurt. E-kerzh ar VIvet kantved ez eo aet ar galianeg da get war a soñjer.

  1. (en) John Collins : The European Iron Age p.144 sqq.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search